![death race 2000 espaol death race 2000 espaol](https://images-na.ssl-images-amazon.com/images/S/sgp-catalog-images/region_US/newvideo-NNVG6333-Full-Image_GalleryBackground-en-US-1552462198476._RI_.jpg)
Roger Corman en doa bet c'hoant da sevel ur film en dazont hag a vije liammet gant ar sport hag ar feulster, o klask tennañ splet eus brud ar film Rollerball (1975). En desped da vezañ bet skignet diaotre o arc'hadurioù, ar gouarnamant a embann ez eus ur strollad Gallaoued o klask distrujañ ar redadeg, ekonomiezh ha rouedad pellgomz ar vro. Klask a ra Annie kas ar bleiner etrezek un trap evit ma vefe erlec'hiet gant ur stourmer. Harpet eo ar strollad gant merch-vihan Paine, Annie he anv, hag a zo merdeerez Frankenstein.
![death race 2000 espaol death race 2000 espaol](https://4.bp.blogspot.com/-dXtp_pAG9Po/XaLyjVtpQwI/AAAAAAAAen0/OIS5fsW5-zAtcEjnHgsSh-UgU4HwnMN-gCLcBGAsYHQ/s1600/death-race-2000-07.jpg)
Klask a ra ar strollad moc'hañ an otoioù, lazhañ ar rederien ha skrapañ Frankenstein. Ar re-se zo mennet da dalañ ouzh ar redadeg, a zo un arouez eus an aotrou Prezidant hag e renad feuls. Ur strollad rezistañs a zo renet gant Thomasina Paine, diskennadez ar reveulzier stadunanat Thomas Paine. Machine Gun Joe eo enebour touet Frankenstein. Reut ha chivous eo reolennoù ar c'hoari : flastrañ tud a ro poentoù, an dud-kozh hag ar babigoù a ro ar poentoù uhelañ. Skignet eo ar redadeg gant ar skinwel ha kinniget eo gant ar fentigellour Junior Bruce, an aktourez Grace Pander, hag an displeger dam vut Harold (ludresadenn Howard Cosell). Pep hini anezho zo harpet gant ur merdeer eus ar reizh enep. En o zouez emañ Frankenstein, un den gwisket e du hag a zo kampion ar redadeg hag un haroz broadel Machine Gun Joe, ur gangster eus Chicago Calamity Jane, ur c'howgirl Matilda the Hun, un neveznaziez ha Nero, ur gladiatour roman. An holl anezho zo bleinerien a vicher o kas otoioù gant temoù. Poentoù a vez roet hervez an niver a dud flastret, hervez an doare tud (tud-kozh, babigoù) hag an doare d'en ober.Įr bloavezh 2000, pemp bleiner zo o vont da gemer perzh en XX vet redadeg. Pemp oto a loc'h eus reter Stadoù-Unanet Amerika evit tizhout New Los Angeles, e Kalifornia, ar buanañ ar gwellañ hag en ur flastrañ ar muiañ ar gwellañ a dud war droad. Ur c'hoari bev eo, filmet ha skignet gant ar skinwel. Evit dudiañ an dud e laka aozañ ur redadeg varvus gant otoioù. Er bloavezh 2000, an aotrou Prezidant, penn ar strollad politikel nemetañ, a zo mestr war ar blanedenn, goude krach 1979.